Stummadur "Krouiñ, merañ ha buheziñ ur greizenn dudi e Brezhoneg"

A-benn kenderc’hel ul labour a oa bet kroget e miz Du 2022 eo bet kinniget gant an UBAPAR ur stummadur 2 zevezh war "Krouiñ, merañ ha buheziñ ur greizenn dudi e Brezhoneg".
Aozet eo bet ar stummadur an 9 ha 10 a viz Du 2023 e Plouedern a-stroll gant ar gevredigezh EPAL hag ar stummerezed Orélie ROZEC ha Gwenaëlle Kerandel a labour eno.

Ti ar Vro Kemper (29), Ti ar vro Bro Leon (29) ha "Telenn" Ti ar Vro Sant-Brieg (22)o deus kemeret perzh a-benn kas war-raok o raktres krouiñ kreizennoù dudi e brezhoneg. An div greizenn hag a zo anezho dija : Ti ar Vro Gwengamp (22) ha Ti ar Vro Landerne-Daoulaz (29) o deus kemeret perzh ivez. Gellet o deus holl eskemm war ar raktresoù, an aozadur, an diaesamantoù hag an diskoulmoù a c’heller kavout a-gevred

En holl, 11 den a-vicher hag a youl-vat o deus kemeret perzh er stummadur.