Kampoù vakañsoù e-pad vakañsoù an Hollsent !

Cow-boy ’ban Ti-Feurm - eus ar 24 betek ar 27 a viz Here 2023 e Tremargad - 7-13 bloaz - 275 €

Bevañ e-kreiz an natur, gant ar c’hezeg, ho sac’h kein ganeoc’h evit mont da vevañ troioù kaer ! Deus ’ta ivez da c’horo ar saout, tañva al laezh tomm, ha c’hwezh ar bara o tont ’maez deus ar forn. Deomp asambles da glask mein prizius, c’hoari, sevel ha dizoloiñ traoù, huñvreal !

Enskrivadur : vakansou-otieus.bzh

T’as du pot ! - eus an 23 betek ar 25 a viz Here 2023 er Chapel-Nevez - 8 - 12 bloaz - 195 €

Deus ‘ta er Chapel-Nevez da zeskiñ ober gant pri ha sevel oberennoù douar ! Elen, poderez a vicher, a ziskouezo dit teknikoù poderezh. Treiñ ha stummañ ar pri, c’hoarzhin forzh pegement ha kemer perzh e beilhadegoù dispar ?! Nag ur program a-feson evit ar vakañsoù bihan !

Enskrivadur : vakansou-otieus.bzh