Kampoù brezhonek ha gallaouek 2020

Gall a rit pellgargañ al levrig e traoñ ar bajenn-mañ. Al levrig paper a vo e skol ho pugale e miz Ebrel.

PENAOS LAKAAT ANV HO PUGEL ?
1) Dibab ur c’hamp (taolenn ar c’hampoù dindan ha pennadoù kinnig el levrigoù e c’heller pellgargañ e traoñ ar bajenn).
2) Gwiriañ e chom plas ennañ o sellet ouzh an daolenn dindan pe o pellgomz da aozer ar c’hamp-se (kontaktoù an aozerien el levrigoù).
3) Leuniañ ar follenn enskrivañ, aotre ar gerent hag ar follenn yec’hed, da bellgargañ e traoñ ar bajenn. E levrig ar c’hampoù vakañsoù bet skignet er c’hlasoù divyezhek emañ ar follennoù-se ivez.
4) Kas an teir follenn-se asambles gant ur chekenn rakpae a 100€ da aozer ar c’hamp ho peus choazet.


SKOAZELLOÙ
Disklêriet eo ar c’hampoù e Servijoù ar C’hengred sokial ha Yaouankiz ha Sportoù. Gant se e c’hell familhoù zo kaout yalc’hadoù digant an MSA, CAF, Kenskor embregerezhioù evit arc’hantaouiñ vakañsoù stroll o bugale.
Aozerien zo a zegemer ar chekennoù vakañs : goulennit ganto.

KINNIGOÙ LABOUR
Ingal e vez embannet kinnigoù labour evit ar vuhezourien hag ar renerien kampoù war al lec’hienn web Labourzo.