Emvod-meur an UBAPAR degemeret gant ar gevredigezh Cicindèle

Emvod-meur an UBAPAR a oa e Kergrist-Moelou d’ar gwener 2 a viz Even paseet. Degemeret omp bet gant ar maer ha gant ar gevredigezh Cicindèle. 30 a dud a en em vodet : tud gopret ha tud a-youl-vat eus ar frammoù ezel, ha kevelerien eus Kuzul Rannvro Breizh, ti-kêr Rostrenn ha Lusk Kevredigezhioù Breizh.

Goude c’hoari ober anaoudegezh hon eus kinniget hon danevell-buhez e stumm taolennoù bev : cheñchamant e skipailh an UBAPAR, oberiantizoù war zigresk da c’houde ar C’hovid e 2022.

Evit an danevell obererezhioù hon eus lakaet war wel oberiantizoù a-bouez e 2022 : karta grafek an UBAPAR kinniget deomp gant ar graferez Alice Duménil eus Fizalis, ar stummadurioù micherel, stummadur stummerien DABU-DARE, ar raktres « Transfo asso » evit sikour ar c’hevredigezhioù war an niverel (trugarez da Yannik Bigouin eus Lusk Kevredigezhioù Breizh), ar preder e bodad deskadurezh d’an endro war efedoù ar cheñchamant hin, har ar videoioù eus ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg ha gallaoueg (Trugarez Divi!) nevez savet.


(tresadenn Anne Guérin, @nne de BZH)
Kendalc’het hon eus gant ur pred afrikan saourus fardet gant Thibaut ha Larissa. Dreist !

Goude omp bet kaset gant bugale skol bublik Kergrsit-Moelou da weladenniñ al lec’h naturel a vez studiet ganto : lanneier gleb, ur raktres verjez, ur poull-dour nevez savet en diskar-amzer-mañ. Kinniget eo bet deomp ar sac’h-kein « Mont er-maez gant ar re vihanañ » gourc’hemennet gant skipailh EPAL evit magourezed menez Are. Skipailh Cicindèle he deus klozet an devezh : Maël en deus komzet deomp eus bevliesseurted, Lena he deus lakaet ac’hanomp da weladeniñ ar porzh-iliz an daoulagad mouchet, Mathilde he deus degemeret ac’hanomp e Ti al lanneier hag an taouarc’hegi evit gweladenniñ diskouezadeg Samuel Lewis « Peizant bevidik » hag ar stal artizanelezh eus ar vro.
(tresadenn Anne Guérin, @nne de BZH)


Hag evit echuiñ : deuit ganeomp da brederiañ war aozadur gouel 40 vloaz an UBAPAR hag a vo dalc’het e Rostrenn d’an 20 a viz Ebrel 2024 !