KEJADENN ETRE BODAD DUDI BREZHONEG-GALLAOUEG AN UBAPAR HA LENA LOUARN HA RONAN LE LOUARN EUS KUZUL-RANNVRO BREIZH

Evel bep bloaz, ar bLiberation Serifodad a zo en em adkavet evit ober bilañs kampoù an hañs e brezhoneg ha galloueg hag ha prientiñ ar bloaz o tont.
Goude meur a vizvezh labour dre vizio ha mail, eo bet bodet bodad Dudi Brezhoneg Gallaoueg an UBAPAR dimeurzh tremenet, e Ti-feurm Tremargad dindan un heol splann.
Leila Salliou ha Dorig Le Cras, a zo bet kontant da zegemer ac’hanomp gant boued lipous eus an ti-feurm.

Lod vrasañ an aozerien a zo deuet d’an emgav :
- Héloise Berthet eus Kelc’h Keltiek Roazhon (35)
- Eric Le Lan ha Delphine Salaûn eus Ti ar Vro Landerne (29)
- Stéphane Merrer eus Ti Menez Are – Brasparz (29)
- Jean-Jacques Bihan eus KEAV – Kemper (29)
- Anaelle Le Pann eus Emglev Bro Douarnenez (29),
- Maelle Ausias eus Ti ar vro Gwengamp (22),
- Eric Ségalain hag Orélie Rosec eus EPAL – Brest (29)
- Michèle Béchu eus Studi-ha-dudi – Plijidi (22)
- Rozenn An Dreo eus Ti ar C’hoadoù – Ar chapel-Nevez (22)
- Lenaïg Morin eus Emglev Bro An Oriant (56),
- Leïla Salliou ha Dorig Le Cras eus Ti-feurm Tremargad (22),
- Awena Le Baron Courtet ha Riwanon an Habask eus an UBAPAR – Lanvallay (22) ha Purid (22)

Ar 16 perzhiad o deus graet « Akrostich » ho aozadur. Un digarez evito da eskemm war o nec’hamantoù, ho zaolioù-kounar, ar cheñchamantoù lakaet e pleustr war ar c’hampoù vakansoù evit doujañ ouzh ar reolennoù yec’hedel. Kaozeet ez eus bet eus an douetañs war ar mizioù o tont hag war ar bloavezh 2021.

Echuet eo bet an devezh, gant un eskemm gant Lena Louarn ha Ronan Le Louarn eus Kuzul-Rannvro Breizh evit lakaat war-wel ezhommoù ha diaesterioù pep aozadur ha gwelet penaos e c’hellfe ar rannvro sikour pep hini da geñver efedoù an enkadenn yec’hedel hag ekonomikel.
— 
UBAPAR