Abadennoù diwar-benn an UBAPAR war Radio Kreiz Breizh

Un toullad abadennoù a zo bet enrollet gant Maëlle Ausias, buhezourez e Radio Kreiz Breizh, diwar-benn istor hag oberiantizoù an UBAPAR, war digarez lidañ 40 vloaz ar rouedad.

Klevet e vint war RKB dizale :

  • D’ar merc’her 20 da 10e ha d’ar sul 24 a viz Meurzh da 1e goude merenn :
    Istor an UBAPAR gant Lionel Couëdelo, Michel Ruaud, Fanny Chauffin.
  • D’ar merc’her 27 da 10e ha d’ar sul 31 a viz Meurzh da 1e goude merenn :
    An DABU-DARE gant Katell Chantreau, Fanny Chauffin, Lionel Couëdelo.
  • D’ar merc’her 3 da 10e ha d’ar sul 7 a viz Ebrel da 1e goude merenn :
    An deskadurezh d’an endro gant Jean-Marc Terrade, Erwan Hemeury, Claude Colin.
  • D’ar merc’her 10 da 10e ha d’ar sul 14 a viz Ebrel da 1e goude merenn :
    Ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallaoueg gant Katell Chantreau, Fanny Chauffin, Erwan Hemeury.
  • D’ar merc’her 17 da 10e ha d’ar sul 21 a viz Ebrel da 1e goude merenn :
    An niverel gant Jean-Marc Briand, David Chemin, Michel Ruaud.

Gellout a reoc’h klevout anezho war-eeun d’ar mare-se pe mod all e-pad gouel 40 vloaz an UBAPAR pe c’hoazh e podcast goude !