Skoazellet e vez raktresoù, kinniget e vez stummadurioù ha buhezet e vez ur strollad-labour diwar-benn an natur hag ar vugaligoù ganeomp.
Endro, DABU-DARE, Dudi brezhoneg-gallaoueg, urzhiataerezh ha meiziantoù dieub, stummadurioù. Bodet e vez an dud meur a wech bep bloaz ha c’hoazh muioc’h dibaoe e vez implijet ar benveg vizio.
Poent bras eo enskrivañ ho pugale !
Gant an enkadenn yec’hed e labour muioc’h c’hoazh ar c’hevredigezhioù gant ar binvioù niverell evit labourat a-bell.
Un ugent staj bennak a vez aozet bep bloaz gant an UBAPAR, e Breizh a-bezh. E galleg, e brezhoneg pe e gallaoueg e vez kaset ar prantadoù-se. En linenn emañ program ar stajoù, er rubrikenn Stummadurioù > Stummadur DABU-DARE.
A-hed ar bloaz e vez kinniget stummadurioù gant an UBAPAR d’an dud a vicher ha d’an dud a youl-vat. Plediñ a ra ar stummadurioù-se gant an deskadurezh d’an endro, ar buheziñ, an urzhiataerezh... Disoc’h ur c’henlabour don etre an UBAPAR ha kevredigezhioù eus hor rouedad e vezont peurliesañ.
2013-2024 — UBAPAR
Steuñv al lec’hienn | Kevreañ | Mentions légales
|
RSS 2.0
|