Eskemm etrevroadel Penn-ar-Bed / Cornwalls

24 den yaouank 13-16 vloaz (12 deus Penn-ar-Bed ha 12 deus Cornwalls) en em gavo e tachenn Tehidy nepell diouzh Truro e Kerne-Veur eus ar 14 d’an 23 a viz Gouere. Komz, c’hoari, fardañ boued, kejañ gant arzourien, ober sport, mont da bourmen, deskiñ un tamm kerneveureg, anavezout un tamm glad ar vro, dañsal, kanañ ha me oar me… e brezhoneg, e saozneg hag e kerneveureg ! Kalon ar prantad-se ? An eskemm etre daou sevenadur tost-tost : hini Kerne-Veur ha hini Breizh. Frouezh ur c’henlabour etre Kowethas an Yeth, an UBAPAR, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha Cornwalls Council eo ar raktres-se, skoazellet gant Unvaniezh Europa (programm Erasmus +). Spi ’meump e vo degemeret Kerneveuriz e Breizh e 2017...