Stajoù DABU ha DARE 2024

Bep bloaz e vez aozet gant an UBAPAR stajoù DABU e brezhoneg, hag ur staj DARE diazez a vez aozet bep daou vloaz.
E 2020 e vo aozet 3 staj DABU hag ur staj DARE.

Staj DABU Diazez : deus ar 21 betek an 28 a viz Ebrel - Ti ar C’hoadoù - Chapel-nevez (22)
Er staj-se e vo desket penaos sevel un obererezh, penaos kas ur c’hoari, petra eo al lezenn er c’hampoù, anaoudegezh er vugale, gwirioù al labour... Ar bedagogiezh er stummadur-se a zo diazezet war an eskemm etre ar stummerien.ezed hag ar stajidi. Desket ’vo an traoù dre ar c’hoari, ar pleustr ha gounezidigezhioù ar stajidi. An emrenerezh a zo ivez e-kreiz hon stummadur.

Staj DABU Barrekaat "Natur ha c’hoarioù bras" : deus an 28 a viz Here betek ar 2 a viz Du - Ti ar Gouren - Berien (29)
E-kerzh ar staj-mañ e vo eskemmet war pezh a zo bet bevet gant ar stajidi e-pad o stajoù pratik ha donaet e vo goulennoù pep hini. Labouret e vo ivez war penaos sevel, ijin, buheziñ c’hoarioù bras en natur, prantadoù plijus ha diankouazh evit ar re vihan hag ar re vras ? War ar maez, er c’hoadoù, er poulloù... Penaos implij an "diavaez" evel tachenn c’hoari evit lakaat ar vugale da zizoloiñ an natur ha kizidikaat anezho da wareziñ anezhi ?

Staj DARE Diazez : deus ar 20 betek an 28 a viz Ebrel - Ti ar C’hoadoù - Chapel-Nevez (22)
Er staj DARE Diazez e vo desket d’ar stajidi penaos merañ hag aozañ un ACM : al lezennadur, ar gonterez, ar velestradurezh... ; penaos merañ ur skipailh ha stummañ ar stajidi DABU, deskiñ kargoù resis ur rener.ez, ar c’hargoù kehentiñ....