Emvod Bodad Dudi Brezhoneg-Gallaoueg miz Gwengolo

E ti-feurm pedagogel Koad ar Barzh e Melioneg e oa en em gavet ar bodad, d’ar 14 a viz Gwengolo. Strollet e oa aozerien ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg ha gallaoueg : 18 framm ar bloaz-mañ, en o zouez 16 kevredigezh ha 2 strollegezh eus Breizh ar 5 departamant. Graet hon eus bilañs ar c’hampoù hañv ha labouret asambles evit gouzout penaos kenderc’hel da zioren kinnigoù a zere gant c’hoantoù ar vugale. Degemeret ez eus bet 722 vugel e-pad an hañv. Komzet hon eus a-zivout al lizher a vez kaset d’ar familhoù, penaos tutañ buhezourien, ar surentez, implij ar brezhoneg war ar pemdez... An emvod a zeu a vo d’al lun 7 a viz Kerzu evit labourat war roll ar c’hampoù a vo kinniget ganeomp e 2016.