Diorroadur ar stummadurioù babig-sitting

Kinniget zo bet un devezh stummañ "babig-sitting e brezhoneg" e Lesneven, d’ar Sadorn 8 a viz Kerzu, gant Ti ar vro Bro Leon hag an UBAPAR. 8 brezhoneger yaouank, 13-17 vloaz dezho, o chom e Penn ar Bed o deus kemeret perzh ennañ.

Meur a zanvez zo bet pleustret kerzh ar stummadur-se : darempredoù gant ar gerent, roll ha kiriegezhioù ar baby-sitter, perzhioù hag ezhommoù ar vugale hervez o oad, diskoulmoù posupl da zegouezhioù diaes, c’hoarioù bihan ha rimadelloù e brezhoneg, babig mod implij, goproù...

O kreskiñ emañ an niver a stummadurioù babig-sitting e Breizh. Ma vefe ur stummadur bep daou vloaz war pep tachad e vefe dreistordinal ! Hiriv an deiz ez eus 5 kevredigezh prest da ginnig ur stummadur babi-sitting. Ret eo bremañ henchañ an nerzh war zu al labour peogwir eo diaes evit ar re yaouank stummet kaout labour e brezhoneg. Dav eo sachañ war ar gerent evit kendrec’hiñ anezho da degas brezhoneg en o zi dre ur babig-sitter.

Kinnigoù labour ha goulennoù labour a vez kinniget war Labourzo : labourzo.ubapar.bzh. Evit ober war-dro ar vugaligoù ez eus tri stumm kinniget war al lec’hienn : magourioù e brezhoneg, skoazeller.ez.ed-mamm ha babig-sitters. Tud yaouank, tud a vicher, lakit ho anv m’ho ‘p eus c’hoant d’ober war-dro bugale en ho korn-bro. Kerent, deuit da gavout ur babig-sitter nevez, brezhoneger.ez ! Ur stummadur babig-sitting a zo bet e Ti ar vro Bro Leon d’an 8 a viz Kerzu 2018, peadra da leuniañ ar gartenn.