Pempvet Pred : l’éduc pop dans le mouv

D’ar 14-16 a viz Gwengolo 2012 e oa en em vodet un 60 buhezour ha rener bennak er Chapel-Nevez evit lidañ 10 vloaz an DABU war an ton bras.
Tri devezh evit ober anaoudegezh, eskemmañ, krouiñ, dabutal, farsal ha c’hoari las evel-just ! Ar re yaouank a oa er bodad Prkideka (bodad aozañ ar fest) o doa bet plijadur e leizh ha fellout a rae dezho kenderc’hel gant an avantur-se. Krouet o deus ar gevredigezh Pempvet Pred, he fal broudañ ar buheziñ hag an deskadurezh pobl e brezhoneg ha bodañ ar vuhezourien. Eil dalc’h ar fest Pempvet Pred zo bet aozet e Landelo e miz Du 2014. un abadenn kaiakiñ war vor zo bet kinniget ganto en nevez-hañv 2015.
Darempred : pempvet.pred@gmail.com pe 06 84 09 09 17

Pempvet Pred 2 : filmoù savet e Landelo e miz Du 2014 gant Fanny Chauffin
Degemer
Kan kechua gant Delphine
Lenig, plac’h an tan
Fardañ soavon er gêr gant Mona
Kentel gwriat gant Gwenn
Sevel un deltenn c’hweziñ gant Meal