C’hoarioù e leiz a zo bet graet a-hed an devezh gant strolladoù o veskañ tud kozh ha bugale. Pal ar c’hoari kentañ a oa sevel ur vi trapet en erc’h hag ur maionez ar gwellañ hag ar buanañ posubl hag an eil c’hoari a oa tro dro d’ar mimoù. E fin an abardaez ez eus bet ur sonadeg deus Jakez ar Borgn hag ur merenn vihan o strollañ an holl.
Laouen eo bet an dud, leun a startijenn ha loc’h da vezañ deuet gant o vugale vihan evit un nebeut dionte. Ar vugale a oa laouen bras ivez gant c’hoarioù e leizh ha sell madelezhus an dud kozh.
Ar gevredigezh Ildys a labour gant an dud gozh. Lañset he deus ur raktres, anvet "Vas-y Gwenn ha Du : Devoir de Breton" evit sikour ar vugale evit ho deverioù skol. Setu un doare efedus evit ar vugale da dañva ha da vevañ gant blaz ar yezh ! Ar sistem-se a lak war-raok barregezhioù pep hini hag a zesk d’ar re yaouank ha d’ar re gozh d’em anavezout ha d’em gompren.