CD Balafent : 17 kanaouenn natur

Pelec’h prenañ ar bladenn Balafent ?
Un nebeud stalioù-levrioù ha kevredigezhioù e Breizh e werzh Balafent : Gwalarn e Lannuon, Ti ar c’hoadoù er Chapel-Nevez, Penn da Benn e Kemperle, L’encre de Bretagne e Roazhon, Diwan Bro Roazhon e Roazhon, Lenn ha dilenn e Gwened, Coop Breizh en Oriant, L’ivresse des mots e Lampaul-Gwimilio, Stumdi e Landerne.

Dre lizher e vez gwerzhet ar CD ivez :

  • 10€ ar CD er chakod kartoñs (+ 3€ frejoù kas)

Kasit ho koulenn hag ho chekenn da UBAPAR, BP 56 , 29260 Lesneven. Nebeut goude e resevoc’h ar pladennoù.

Balafent, ar bladenn : 17 kanaouenn natur e brezhoneg hag e gallaoueg

E 2010 e oa bet bodet gant an UBAPAR ur skipailh kañfarted, ennañ daou soner a vicher ha c’hwech buhezour yaouank, atav prest da ganañ ha da farsal, evit sevel ur bladenn kanaouennoù brezhonek ha gallaouek war tem an natur. An disoc’h ? « Balafent » : ur bladenn leun a fent hag a virvilh, ur sonerezh birvidik ha liesliv, fanfare, vals, ska, rond Sant Visant mesk-ha-mesk. Sot eo ar vugale ganti, ar gerent ivez, tridal a ra ar vuhezourien !

  • Kan : Maelle Le Floc’h, Elsa Corre, Korentin Le Davay, Gweltaz Lintanf, Annaig Joannic, Awena Le Baron-Courtet, Katell Chantreau
  • Sonerezh : Kerfi Trouguer, Thomas Le Saulnier
  • Levrig : Jean Bossard, Fabrice Véronneau
  • Kenurzhiañ ar raktres : Katell Chantreau

Tañva d’an enrolladennoù : "Ar skignan"


Tañva d’an enrolladennoù : "Ur velc’hwedenn eus Kemper"

Balafent, le spectacle
E 2014, a-drugarez da skoazell KLT hag ar Redadeg, e oa prest Balafent da nijal en-dro. Savet zo bet un abadenn gant kanaouennoù ar bladenn. War l leurenn : tri c’haner (Elsa Corre, Gweltaz Lintanf ha Glenn an Doujet) ha daou vuzisian (Kerfi Trouguer ha Jean Floc’h). Goût hiroc’h war an abadenn, an deiziadoù...


BALAFENT - Ar Wezenn Avaloù par france3Bretagne


BALAFENT - Balafenn Balafon par france3Bretagne