DABU Donaat : 11 buhezour nevez stummet !

Echu eo ar staj Dabu donaat « Ijinañ, c’hoari ha krouiñ » e Landelo, dalc’het deus ar 5 betek an 10 a viz Meurzh. Goude ur sizhunvezh eskemm, c’hoari ha preder eo gouest an 11 stajidi da wiskañ chupenn buhezourien DABU.

Stajidi an dabu donaat a zo en em staliet e Presbital Landelo ar bloaz-mañ. Un ti leun a istor, a stourm hag a yod kerc’h hag un endro deus ar re bravañ ha dedennus war buhez ar vretoned war ar maez. E-pad ar stummadur eo bet dielfennet palioù ar c’hoari e diorroen ar vugale, krouiñ ur c’hoari kenoberel, donaat ar preder war an deskadurezh pobl, stalioù war ar sekselezh hag an drammoù hag ur bern eskemmoù war skiant-prenet ha gouizidigezhioù pep hini. Ar stummadur en deus kadarnaet barregezh an holl.