Sport

Bouloù Breizh, kerzhet en dour mor, rugby, badminton, paledoù war blankenn, zumba, embregerezh-korf, pladenn-golf, paledoù mod Bro Vigoudenn...
Petra a zo boutin etre tout ar sportoù-se ? Pas kalz tra a-benn-ar-fin... nemet ez eus eus outo holl e rouedad an UBAPAR hag ar CRSMR ! Kevredigezhioù ’zo a ra gant sportoù ha c’hoarioù hengounel, re all a ra gant sportoù anavezetoc’h pe sportoù nevesoc’h.

Ar c’hevredigezhioù a gas war-raok ar sport a zo holl strollet er CRSMR*, rann ar sport en UBAPAR. Lod a zo arbennik war ur sport pe meur a hini, lod all a gas a bep seurt oberiantizoù en o zouezh oberiantizoù a denn d’ar sport. Sportoù dudi evit an holl int.

Ar sport evit an holl ! Gellout ober sport ha sportoù e kreiz an natur da forzh peseurt oad, hervez e c’hoantoù, e amzer, e-unan pe a-stroll... gant ar pal sevel hag uhelaat Mab-Den : sed aze ar mennozh difennet !

Evidomp e c’hell ar sport degas buhez war ar maez e-giz an oberiantizoù all. Un digarez eo da gejañ asambles, da zegemer an dud, da zizoloiñ ar vro hag e hengounioù, e sevenadur, da skoulmañ liammoù sokial war an tiriadoù. 

*Bodad Rannvroel ar Sportoù War ar Maez / Comité Régional des Sports en Milieu Rural