Kampoù brezhonek ha gallaouek 2023

AN ENSKRIVADENNOÙ EVIT KAMPOÙ VAKAÑSOÙ 2023, e brezhoneg pe e c’hallaoueg a zo digor ! An aozerien a zo prest da zegemer ac’hanoc’h evit kemer hoc’h enskrivadennoù !

War vord ar mor pe er c’hoadoù, war gaiak, war varc’h pe war velo, pe vefes ur bugel pe ur c’hrennard, pep hini a gavo e lod ! 😎 🏖️ 🏄‍♀️ 🚵

👉 Kit buan war vakansou-otieus.bzh evit dizoloiñ roll kampoù vakañsoù 2023 !!!

👉 Video nevez, da sellet gant ar familh pe gant mignoned, war ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg ! Video savet gant Kenan An Habask.


SKOAZELLOÙ
Disklêriet eo ar c’hampoù e Servijoù ar C’hengred sokial ha Yaouankiz ha Sportoù. Gant se e c’hell familhoù zo kaout yalc’hadoù digant an MSA, CAF, Kenskor embregerezhioù evit arc’hantaouiñ vakañsoù stroll o bugale.
Aozerien zo a zegemer ar chekennoù vakañs : goulennit ganto.

KINNIGOÙ LABOUR
Ingal e vez embannet kinnigoù labour evit ar vuhezourien hag ar renerien kampoù war al lec’hienn web Labourzo.