Hu d’an daoulamm !

Graet az peus marc’hegezh, tapet eo bet skiant prenet ganit dija pe n’out ket bet war gein ul loan morse… kudenn ebet, plas a zo evidout er staj-mañ. Ar vuhezourez, Fabienne e anv, a sikouro ac’hanout da vont pelloc’h, da c’hounez fiziañs ha da vezañ muioc’h-muiañ en da aes evit bezañ prest da vont da vale er c’hoad ha d’ar Gwener vintin da c’haloupat. Amzer az po evit ober war dro ar c’hezeg er marchosi : kuraat ar c’harnioù, broustañ da vignon ha moumounañ anezhañ goude ar c’hentelioù.
Moaien a vo deoc’h implijout an natur tro-dro kreizenn An Oaled ha Trouzilid evit aozañ c’hoarioù fentus ha beilhadegoù spontus ha sur omp az po kinnigoù dreist evit plijadur an holl !

Que tu sois cavalier débutant ou confirmé, cela n’a pas d’importance, tu as ta place dans ce séjour ! Fabienne, la monitrice du centre équestre de Trouzilit t’accueillera volontier pour t’initier ou t’aider à te perfectionner dans cette activité. Avant de partir au grand galop, vous préparerez la balade du vendredi matin dans le manège ou la carrière du centre pour gagner en confiance et en technique. Brossage, curage et câlins aux chevaux seront aussi au rendez-vous et tu pourras y prendre part aux écuries.
Mais ce n’est pas tout car tu pourras profiter de la nature autour d’An Oaled et du centre équestre pour jouer et découvrir et tu auras certainement des propositions extras à nous faire pour prendre part activement à ce séjour.

Renseignements et inscriptions :
AN OALED
14 Straed an Ti-kêr
29870 TREGLONOU
02 98 04 07 04
anoaled@orange.fr