Startijenn ar yaouankiz

C’hoant az peus aveliñ da benn ha kemer perzh en obererezhioù sportel ? Deus ganeomp e Treglonou evit dispign da startijenn. Nerzh az po ezhomm evit kaiakiñ div wech en Aber o tiskenn betek ar mor bras ha dizoleiñ foñs an Aber : un digarez eo evit sellout ouzh al laboused ha riblennoù koadek draonienn an Aber Beniget. Krapet az peus en ur wezenn uhel dija ? Gouzout a rez e-pelec’h lakaat da dreid ha da zaouarn evit chom en da sav ? Klasket vo ganit en ober gant skoazell ur gevredigezh tud a vicher. Staliet e vo ganto un hent evit krapat e gwez koad Lanniliz. Kemer perzh ha deskiñ krapat e c’helli ober e surentez. Tamm ha tamm ez i uheloc’h-uhelañ, sur a-walc’h. Prantadoù diskuizh a vo ivez : arabat disoñjal degas ganit da zilhad kouroñkañ evit mont war an aod da rouzañ, da c’hoari, da besketañ ha me oar me… Ur veilhadeg a vo kinniget dit bemnoz ha ma ’p eus mennozhioù ouzhpenn e vint degemeret a galon vat gant ar skipailh !

Si tu as de l’énergie à revendre, rejoins nous donc à Tréglonou pour la dépenser. Au programme de cette semaine, deux séances de kayak sur l’aber Benoît, en le remontant et en le descendant jusqu’à la mer, pour découvrir sous un angle nouveau ses paysages à couper le souffle et sa faune variée. As-tu déjà grimpé dans un grand arbre ? Sais-tu comment placer tes pieds et tes mains pour y parvenir ? Tu apprendras la technique avec le soutien d’une association de spécialistes qui équipera des arbres dans un bois à proximité afin que tu puisses y grimper en toute sécurité. Petit à petit tu iras de plus en plus haut. N’oublie pas non plus ton maillot de bain pour les moments de détente : nous irons en bord de mer prendre le soleil, jouer, pêcher… s’amuser quoi ! Il y aura une veillée tous les soirs et si tu as d’autres propositions à faire, elles seront les bienvenues !


Renseignements et inscriptions :

AN OALED
14 Straed an Ti-kêr
29870 TREGLONOU
02 98 04 07 04
anoaled@orange.fr