A nous la rivière !

Kaiak e Bro Dreger
8-12 vloaz
19-25/07
195 €
Ar roc’h Derrien (22)

Mont a raimp war ar stêr Yeodi, da zeskiñ mestroniañ ar c’hanoe hag ar c’haiak ha da c’hoari gant an dour. Pa ne vimp ket war an dour e c’hellimp mont da c’hoari ha da bourmen a-hed ribloù ar Yeodi, da anavezout gwelloc’h glad hag istor ar vro, pe en-dro d’ar C’hastell Du, ul lec’h eus an Henamzer, er c’hoadoù. E-pad ur sizhunvezh e kouskimp e-barzh teltennoù hag e fardimp ar predoù asambles. C’hoarioù bras, beilhadegoù ha c’hoarzhiñ e-leizh hon beg a vo graet ganeomp e-pad ar vakansoù !

Nous pagaierons et nous nous amuserons sur le Jaudy avec les animateurs de la base de canoë kayak des Prajoù. Lorsqu’on ne sera pas sur l’eau, on en profitera pour visiter et découvrir les environs de la Roche-Derrien en longeant les rives du Jaudy, à la découverte du riche patrimoine de ces lieux, ou autour du camp antique du Castel Du, dans les bois. Pendant toute une semaine nous dormirons en tente et feront notre popote ensemble. Des grands jeux, des veillées et des fous rires ponctueront nos vacances !

Renseignements et inscriptions :
Ti ar C’hoadoù - Centre Forêt Bocage
5 hent an Dachenn Sport
22 160 AR CHAPEL NEVEZ
02.96.21.60.20
centre-foret-bocage@wanadoo.fr