Parlamant digabestr ar re yaouank

D’an 11 ha 12 a viz Meurzh e Karaez : un dibenn-sizhun digoust eztaol libr evit an dud yaouank etre 18 ha 30 bloaz. Hor pal : bodañ kant den yaouank bennak o tont eus 4 emsav deskadurezh pobl (MRJC, URAHJ, FCSB, UBAPAR). Digoust eo !

Evit gouzout hiroc’h : facebook : Parlement Libre des jeunes - Bretagne

Evit en em enskrivañ : https://docs.google.com/forms/d/e/1FAIpQLSec9kBsf6qwxfyW0ME_oQDJdk9YpKkU-5hMBMPieDoUzZzGkQ/viewform?c=0&w=1

Mont-en-dro : Pep hini a zo libr da gemer perzh, da reiñ e ali ha da dabutal gant tud all. Bezit degemeret mat ma n’emaoc’h ket en ho pleud er gevredigezh evel m’emañ pe m’ho peus c’hoant cheñch ar bed !

Evit ober petra? Sikour sevel un emsav keodedek gant re yaouank youllek o kas war-raok raktresoù evit stourm ouzh ar baourentez pe ar gwallziforc’h etre an dud.

Penaos dont a-benn da vont war-raok gant an traoù el lec’h m’emaomp o chom ?

Penaos pouezhañ war an dud a c’halloud evit ma z’afent war un hent reishoc’h o toujañ da wirioù pep hini ha dreist-holl re ar re yaouank ?

Skouerioù e Poitou-Charente :
https://www.youtube.com/watch?v=rQ_bqnKUUvE
https://www.youtube.com/watch?v=Yoa2MByvYDU

Levr bet savet e-pad PLJ Centre-Val de Loire, e miz Genver 2016

M’emaoc’h dedennet evit kemer perzh ennañ, kit e darempred gant Riwanon en UBAPAR : riwanon.anhabask@ubapar.bzh, 07 82 63 86 93