Bodad Dudi Brezhoneg-Gallaoueg

D’ar 7 a viz Kerzu e oa en em vodet izili ar bodad-labour er Chapel-Nevez evit prederiañ asambles war ar mod da aozañ ar c’hampoù vakañsoù ha dreist-holl evit sevel roll ar c’hampoù a vo kinniget e 2016. 17 den a oa o labourat asambles. Ur gevredigezh nevez a zo nevez degouezhet : Emglev Bro Douarnenez. Kinniget e vo daou gamp war enez Sun ganto.

Dibabet hon eus ober ul levrig « 2 benn » evit kinnig ar c’hampoù vakañsoù. Eus un tu e vo lodenn ar vugale hag eus an tu all e vo lodenn ar grennarded. Embannet e vo al levrig, e-giz bep bloaz e fin miz C’hwevrer ha skignet er skolioù e penn-kentañ miz Meurzh 2016.