DABU diazez : 29 stajidi prest evit an hañv

Ur stummadur Dabu Diazez a zo bet etre ar 27 a viz Ebrel betek ar 5 a viz Mae e Ti ar C’hoadoù er Chapel-Nevez (22). 29 stajiad a zo bet stummet evit pazenn gentañ diplom an animatourien.

Gant 5 stummer, o deus gellet ar stajidi dizoloeiñ bed an deskadurezh pobl, ar c’hoarioù, al lezennadur, an teknikoù buheziñ ha diorren ar vugale. E-kerzh ar sizhunvezh karget mat ’neuint klasket d’o zro kas prantadoù buheziñ ha c’hoarioù ha dreist-holl tabutal war ar buheziñ. Evit an nozvezh diwezhañ eo bet sevennet ur vidéo gant ar stajidi e Ti ar C’hoadoù.