Embann

Levrig ar buhezour
Ul levr war bedagogiezh an dudi e brezhoneg. Kinnig obererezhioù d’ar vugale ya, met perak ? Eus ar vugale, eus an traoù zo moaien d’ober ganto, eus an ijin, eus plas ar brezhoneg e-maez ar skol hag an tiegezh zo kaoz amañ. Ar pal : krouiñ ur benveg preder ha labour evit ar vuhezourien yaouank ha kas war-raok bed an dudi e brezhoneg. Marteze e vo tabutet, pismiget war traoù ’zo ? Gwell a-se ! Gant ma vo kaset dour d’al lenn avat. Ezhomm energiezh o deus milinoù ar brezhoneg, ar buheziñ hag an deskadurezh pobl. Ul levr holl-ret e kement levraoueg desaverien divyezhek.
Testennoù : Katell Chantreau, Fanny Chauffin, Erwan Denez
Tresadennoù : Myriam Guilloux, Jean-Yves André, Christa ha Sulian Rios
Embannadur kentañ : 2004
Eil embannadur : 2015
Priz : 11€


PDF - 705.1 ke
TaolennLevrig ar buhezour
PDF - 105.6 ke
Pedagogiezh
PDF - 111.4 ke
C’hoari en dour
PDF - 131.2 ke
Geriou krennarded


Levrig an aozer hag ar rener
Ur benveg labour ha preder evit an aozerien kampoù vakañsoù hag ar renerien yaouank. Petra eo an deskadurezh pobl ? Penaos sevel ur raktres kamp vakañsoù ? Piv a c’hell bezañ rener ? Peseurt kargoù zo war chouk an aozer ha war chouk ar rener ? Penaos merañ ur budjed ? Da betra servij ur raktres desevel hag ur raktres pedagogel ? Displegañ ar pezh a lâr al lezennadur, reiñ alioù, rannañ skiant, erfin : broudañ an aozañ kampoù vakañsoù e brezhoneg, e Breizh a-bezh.
Testennoù : Katell Chantreau
Tresadennoù : Sébastien Lumineau
Embannet e 2007
Priz : 11€


PDF - 278.4 ke
Taolenn Levrig an aozer hag ar rener
PDF - 122.2 ke
Istor an dudi hag an deskadurezh pobl
PDF - 158.8 ke
Ar raktres desevel
PDF - 172.5 ke
Sevel ur skipailh

Evit urzhiañ al levrioù meneget dindan, kasit ho chomlec’h asambles gant ur chekenn war anv an UBAPAR (11€ dre levr + 2€ mizioù kas) da : UBAPAR, Kerilio, 29100 Pouldregad. Resevet e vo ho levrioù ganeoc’h un nebeud deizioù goude.

Fichennoù talvoudus evit aozañ ur c’hamp vakañsoù :