24 stajiad er stummadur babig-sitting e Kawan

Kinniget zo bet un devezh stummañ "babig-sitting e brezhoneg" e Kawan, d’ar Sadorn 10 a viz C’hwevrer, gant Ti ar vro Treger Goeloù hag an UBAPAR. 24 brezhoneger yaouank, 13-17 vloaz dezho, o chom e Kawan ha pelloc’h, o deus kemeret perzh ennañ.

Meur a zanvez zo bet pleustret kerzh ar stummadur-se : darempredoù gant ar gerent, roll ha kiriegezhioù ar baby-sitter, perzhioù hag ezhommoù ar vugale hervez o oad, diskoulmoù posupl da zegouezhioù diaes, c’hoarioù bihan ha rimadelloù e brezhoneg, babig mod implij, goproù...
Da noz, 10 stajiad a zo chomet e fest-noz Div Yezh Kawan d’ober war-dro ar vugale. Gallet o deus lakaat e pleustr ar pezh oa bet studiet e-pad an devezh. Ur blijadur eo bet evit an holl !

Ur stummadur baby-sitting e galleg troet war zu sevenadur Breizh a vo kinniget gant Ti ar Vro Treger Goeloù d’an 23 a viz Even e Kawan (deiziad da gadarnaat).

Titouroù : 02 96 49 12 07, dudi@tiarvro22.com